Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoù pe da nannoberoù ha ne oant ket felladennoù hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d'ar mare ma oant c'hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d'ur c'hastiz kreñvoc'h eget an hini a oa hervez al lezenn d'ar mare ma oa bet graet ar felladenn.

Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec'h.
Pep hini en deus gwir da ziskuizhañ ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakañsoù mareadek paeet.
Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.